Louise Michel

Louise Michel

Louise Michel (1830-1905) a zo bet ganet e Vroncourt-la-Côte e departamant an Haute-Marne e 1830. Merc’h naturel e oa da Charles Demahis, kastellan a Vroncourt ha d'ur vatezh yaouank anvet Marianne Michel. Demahis hag e wreg a voe anvet ganti tad-kozh ha mamm-gozh hag un deskadurezh a zoare a voe roet dezhi. Tapet ganti he zesteni evit bezañ kelennerez, e nac’has ober al le d’an Impalaeriezh ha digeriñ a reas ur skol libr e Audeloncourt hag e Millières e lec’h ma roe d’he skolidi un deskadurezh “republikan”. Merzet e voe n’he deveze ket Louise Michel arc’hant morse ken brokus ma oa anezhi. Un deiz e laeras arc’hant digant he zad-kozh evit e reiñ d’ur c’hlasker-bara. Mont a a reas da Bariz e 1856 ha kelenn a reas en ur skol e straed ar C’hastell-Dour. Kregiñ a reas d’ober politikerezh, da skrivañ barzhonegoù hag a gase da Victor Hugo ha da skrivañ pennadoù en un nebeud kelaouennoù a-enep an Impalaeriezh. Ober a reas anaoudegezh gant tud ar vicher : Eudes, Rigault, Varlin, ha Théophile Ferré a gare anezhi. Ne ouier ket hag ez emezelas en Etrevroadel. Tamm-ha-tamm e teuas da vezañ brudet en XVIIIet karter e-lec’h ma voe dilennet er C’huzul Evezhiañ goude diskar an Impalaeriezh. Renerez ur skol e voe e straed Houdon e-lec’h ma aozas ur preti evit ar vugale paour e-pad ar Sez. D’an 22 a viz Genver e stourmas war ar bardelloù gwisket gant dilhad ar Warded Vroadel. D’an 18 a viz Meurzh e voe unan eus ar re gentañ o c’houlenn digant ar bobl kemer an armoù. A-bouez e voe he ferzh e-pad ar Gomun rak a bep seurt a rae : prezegennerez e kleub an Dispac’h, klañvdiourez ha soudardez. Soudardez e voe dreist-holl, rak eus an 3 a viz Ebrel betek fin ar Sizhunvezh gwadek, n’en defe kuitet ar bardelloù nemet div wech. En em gannañ a reas e Neuilly, Clamart, Issy, hag e Pariz war bardell straed Clignancourt. Darbet dezhi bezañ harzet, e teuas a-benn da dec’hout kuit, hogen o teskiñ e oa bet harzet he mamm en he flas e tivizas en em zaskorañ. Darbet e voe dezhi bezañ fuzuilhet meur a wech, met kaset e voe a doull-bac’h da doull-bac’h : Satory, Versailhez, Arras betek bezañ barnet gant ar 6vet kuzul brezel. Nac’hañ a reas bezañ difennet ha goulenn a reas digant ar barner bezañ fuzuilhet : “Puisqu’il semble que tout coeur qui bat pour la liberté n’a droit qu’à un peu de plomb, j’en réclame ma part. Si vous n’êtes pas des lâches, tuez-moi". Kondaonet e voe, d’ar 16 a viz Kerzu 1871 d’an harlu en ur c’hreñvlec’h ha kaset e voe da Galedonia Nevez var vourzh ar Virginie.E Kaledonia Nevez e voe dedennet-kenañ gant ar Ganaked ha reiñ a reas dezho deskadurezh evit netra. Distreiñ a reas da Bariz d’an 9 a viz Kerzu 1880, ha degemeret e porzh-houarn Sant-Lazar gant ar bobl. E-pad 25 bloaz e stourmas evit ar spered diveliour, o prezegenniñ e Frañs a-bezh – ouzhpenn 1000 prezegenn a reas – o skrivañ un nebeud levrioù hag o tec’hel penn ouzh ar polis – teir gwech ez eas d’an toull c’hoazh – hag o tont da vezañ arouez ar stourm hag ar frankiz evit ar bobl.

E levrioù brudetañ a zo Mémoires e 1886 ha La Commune, Histoire et Souvenirs e 1898. Louise Michel a varvas e Massilia e-kerzh un droiad prezegenniñ. E-kerzh he obidoù, eus porzh-houarn Lyon betek bered Levallois, e oa miliadoù a dud o heuliañ he c’harr-kañv, Victor Hugo en o zouez, hag a skrivas eviti ar barzhoneg “Viro Major”, embannet el levr Toute la lyre. Un arouez kreñv eo Louise Michel maouez o stourm, dispac'hourez, ha prezegennerez an diveliouriezh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search